Heol al loar
“Heol al loar” a dalv kement ha “clair de lune” e galleg. “Heol al loar” a zo e spered gwriziennet don e Breizh. Div elfenn a-bouez e oa an heol hag al loar evit ar Gelted kozh. E kreiz an noz eo e vez heol al loar ar c’haerañ ; teurel sklêrijenn war ar goulenn-mañ-‘r goulenn, hag a c’hellfe teñvalaat ar vuhez, setu pal “Heol al loar”.
Evit-se eo renet ma obererezhioù tro-dro d’ur ger-stur : selaou, ambroug, lakaat da ziwan. Stag eo ouzh an doare ma veizan an den a gresk hag a zesk : pep hini ac’hanomp, forzh pe oad bennak e vez, a zo teñzorioù ennañ a c’hellont diwan.
Eil priz dazont ar brezhoneg er rummad « Brezhoneger.ez ar bloaz ».
Sinadur an emglev « Ya d’ar brezhoneg » evit diorren padus ar brezhoneg (label 3) gant Ofis publik ar brezhoneg.
Roet an testeniekadur « Ya d’ar brezhoneg » evit diorren padus ar brezhoneg (live 3) gant Ofis publik ar brezhoneg.
