Christelle Chevallier-Gaté
Donemat deoc'h em fajenn brofil
Stummerez, psikologourez ha klaskerez abaoe ouzhpenn 20 vloaz e kinnigan stummadurioù war psikologiezh an diorren, an deskiñ hag ar bedagogiezh, hag un ambroug psikologel e brezhoneg.
Eus Bro-Añjev on. Gant Breizh em eus graet anaoudegezh e 2015 a-drugarez d’ul labour e Brest. Tamm-ha-tamm he deus diwanet ar garantez koulz evit ar vro hag ar yezh ennon. E 2017 em eus divizet deskiñ brezhoneg… E miz Gwengolo 2023 e tigeran ma embregerezh « Heol al Loar ».
Pa ‘z edon o teskiñ brezhoneg, em eus bet tro da gejañ gant tud entanet ha lec’hioù gwall blijus. C’hoant am eus bremañ da reiñ en-dro ar blijadur am eus bet o teskiñ. Setu perak e kinnigan obererezhioù micherel hag a liamm teir barregezh din : skiantoù an deskadurezh, psikologiezh ha brezhoneg.
Ar barregezhioù din
Stummerez
- Psikologiezh an diorren
- Pedagogiezh
- Deskiñ
Psikologourez
Psikologourez klinikel a-hed ar vuhez
niv ADELI : 29 93 1337 9
Klaskerez
Doktorez war skiantoù an deskadurezh
Divyezh : galleg / brezhoneg
Pellgargit ma CV
Er videoioù-mañ e kinnigan ma micher stummerez hag hini psikologourez deoc’h (e brezhoneg).